Dielloù | Labour-dorn RSS feed for this section

Un estejerennig graet er gêr

8 Gwe

Pa oan yaouankoc’h e raen ur bern traoù er gêr, bravigoù perlez hag a bep seurt. Un doare da zistanañ. N’em boa ket graet abaoe pell met pa ‘m eus gwelet se war rouedad em eus bet c’hoant adstagañ ganti.
E-kerzh miz Eost on bet o prenañ dafar ha hop! Hag an deiz all beure (ha goude-merenn…) : stal labour-dorn!
Setu neuze penaos em eus savet un estajerennig adalek boestoù Little Box kozh…

Ret eo kaout (sk. 1) : ur bistolenn peg (ha peadra da leuniañ anezhi) pe peg kreñv, sizailhoù, ur c’hutter, ur c’hreion paper hag ur reolenn, peder boest kozh hag un tamm kartoñs ouzhpenn, paper brav, masking tape, lienn, peadra da wareziñ an daol.

This slideshow requires JavaScript.

Ret eo didroc’hañ ur bord war zu an hirder evit sevel “mogerioù” kostez an estajerenn (an diazez) gant div voest. (sk. 2) Goude-se e vo didroc’het un tamm kartoñs all en ur c’hozh deiziadur evit ober foñs an estajerenn. (sk. 3) Peget ‘m eus un tamm paper brav war un tamm kartoñs-foñs-se araok e begañ evit liammañ an daou damm troc’het just a-raok. (sk. 4)
Ha masking tape tro-dro da dout-se evit kuzhat an didroc’hadennoù cutter ha krouiñ un dra vrav 🙂 (sk. 5)
Da c’houde : ar “golo”! Didroc’het tammoù paper evit lakaat pep lec’h en diretenn, pegañ al lodenn-se a-us ha masking tape adarre, ha setu an estajerenn (hep tiretennoù)! (sk. 6)
Evit an tiretennoù e oa ret ober toulloù a-benn lakaat lienn da dremen ha kaout un doare dornell. Aze e oa ret implijet ar reolenn hag ar c’hreion evit kavout kreiz an diretenn, hag all hag all. Un tammig torr-penn eo bet al lodenn-mañ (ha hir!), abalamour n’em boa ket dafar evit ober toulloù propr. Ur wech graet an toulloù ha peget paper diabarzh an tiretennoù (ya, divizet em eus etre-tan lakaat paper e pep tiretenn!) em eus ranket lakaat masking-tape tro-dro d’an toulloù evit kuzhat un tamm an traoù lous em boa graet… Ha hop, troc’hañ tammoù lienn brav, un tamm skoulm a bep tu e diabarzh an diretenn, ha setu! Ha masking-tape un tammig pep lec’h evit ma vefe kempouez ha brav… (sk. 7-8-9)
Evit ur sell war an estajerenn dirak, ha war ar c’hostez, ur wech echu : sk. 10-11-12 !

Un tammig hiroc’h eget ar pezh a soñje din eo bet ha start a-walc’h eo digeriñ an tiretennoù (ar “golo” a zo dispeget un tamm ivez). Bresk eo neuze an estajerennig ha ne vo ket gwall aes da implijout ‘m eus aon setu ne vo ket ret klozañ traoù avez implijet bemdez e-barzh. N’on ket dilaouen gant an disorc’h mod all, kentoc’h moutig eo ha plijadur ‘m eus bet o sevel anezhi!
Klenket em eus ar produoù bet gant Little Box er boestoù ha n’em eus ket boulc’het c’hoazh e-barzh 🙂

%d bloggers like this: