Dielloù | Fardaj (ha traoù “kened” dre vras) RSS feed for this section

Ali war produoù mizioù Mae-Eost

6 Gwe

Ur wech echu gant ma c’hoavenn boaz em eus soñjet e vefe mat implijet ar “c’hode jeunesse lumière” (a oa er Red Carpet Box). Lakaet em eus diouzh ar beure er penn-kentañ met estreget neuz druz a-hed an deiz n’en deus ket graet kalz tra. Lakaet em eus kentoc’h diouzh an noz neuze goude met n’em eus merzet netra ispisial. Ur c’hwezh kreñv a-walc’h a zo ganti (lakaomp e-pad an dek munut kentañ) ha n’on ket boaz da se. Fentus eo peogwir e ra un tamm evel lakaat perlez war an dremm (gwenn lufrus eo) met ne seblant ket intrañ mat. Kenderc’hel a rin d’he lakaat diouzh an noz met ur wech echu ne yin ket da brenañ ar c’hoavenn-se, anat deoc’h.

Mod all em eus prenet ur “champouenn sec’h”, lennet em boa ur pennad kendrec’hus a-walc’h diwar-benn-se ha gwir eo e c’hall seblantout druz ma blev goude un toullad deizioù, dreist-holl an deiz araok ma rafen ur champouenn (ne fell ket din ober ouzhpenn div wech ar sizhun). Ur wech em eus e implijet hepken, ret eo lakaat war ar blev (un doare gaz eo), gortoz un tammig ha broustañ anezho. Diouzhtu en deus seblantet bravoc’h ma blev, met ur pennadig war lerc’h (un hanter-eur lakaomp) e oa neuz druz ha plad gant ma blev, gwashoc’h eget ma n’em befe lakaet netra! Klask a rin en-dro, marteze em boa graet fall pe n’em boa ket gortozet pell a-walc’h n’ouzon ket… Met gwelloc’h ober-se un devezh pa chomer er gêr kentoc’h eget un devezh gant emgavioù a-vil-vern, e ken kas… 😉

Meur a wech em eus bet tro da lakaat ar maskara hag ar gloss (memes Little box bepred), netra ispisial gant ar maskara, gwelloc’h eget ma hini a galite izel em boa araok met ne gav ket din e vefe hini gwellañ ar bed kennebeut, ar gloss a zo diskred a-walc’h, roz sklaer, un neuz lufrus simpl. C’hwezh sukret plijus a zo gantañ. Ma muzelloù a oa brav-tre da c’houde, evel ma vefe aet kui ar c’hroc’henn kozh ha tout, plijus! Implijout a rin anezho betek ar penn met moarvat ne brenin ket kennebeut ur wech echu, estreget ar gloss marteze…

Ul liv ivinoù nevez em eus lakaet ivez, Russian Navy gant O.P.I., ur glas teñval.N’em eus ket kavet aes tamm ebet da lakaat! N’em eus ket bet pasianted da lakaat un trede gwiskad met anat e oa ne oa ket a-walc’h c’hoazh! N’en deus ket plijet din ha buan ez eo aet kuit ouzhpenn, daoust d’ar gwiskad top coat. 😦

(Hey, piv a lâr “ah! Debriñ a ra muioc’h eget na ra war he zro?” ?! :p)

My Little Travel Box

22 Gou

Setu erru boest an hañv!
Ur voest un tamm disheñvel peogwir e oa e stumm ur valizenn ^^

Petra ‘oa evit mont da veajiñ?
Kartennoù-post da gas, ur c’harr-nij paper da skeiñ d’ur c’henseurt, ur c’harnedig c’hoarioù bihan, un dorchenn plastik da c’hwezhañ da gas war an draezhenn (profet gant Princesse tam tam), al little travel book (lennadenn plijus-tre! Bez ez eus ur bajennig evit krouiñ ur c’harned beaj, lec’hiennoù evit kavout kartennoù post dic’hortoz, rekipeoù koktelioù a bell-vro hep alkool, en o-zouez, ar bubble tea ^^  (a vo kaoz eus outañ amañ a-benn nebeut), dizoloet em eus al Live my Food (un doare couchsurfing met tro-dro d’ar boued!! :D)…), ur golo bihan evit renkañ paperoù doare paseporzh hag ar posterig evit displegañ peseurt produoù a zo (prof e ti Marionnaud! Maeret ma daourn evit netra gant ur produ Le couvent des minimes! Mont a rin ^^)
Ur gartennig evit displegañ cheñchamantoù al Little Box a zo ivez. Dont a raio da vezañ ur voest “souezhadennoù” gant 2 brodu hepken met levrioù bihan, traoù kinklañ/giz/dizagn hag all. Gwelet e vo!

This slideshow requires JavaScript.

Er sac’h gant produoù e oa…
– 1 doare sprae “emrouzer” (?) Lancôme (stumm leun) : lakaet buan-ha-buan, ne verzen netra met en ur geñveriañ gant ma gar all on tremenet eus “korf marv” da “gwenn-tre”. :p N’eo ket plijus-tre da lakaat, met un efed en deus hag a ra naturel a-walc’h. Perak ket neuze.
– 1 drousennig bihan Club des créateurs de beauté gant 1 c’hoavenn da lakaat evel sol war an dremm “embelisseur abricot” (10ml) eo anvet (aon em boa gant neuz fluo ar c’hoavenn met gwir eo e ro neuz yac’hoc’h! Ha ne vez ket gwelet re ez eus traoù war an dremm keñveriet gant solioù all) hag ur maskara bihan (3,1 ml) volum’ up (plijus).
– 1 c’hoavenn evit an dremm gant roz Melvita (15ml)
– 1 dour Cologne merk Le couvent des minimes (30 ml) : n’ouzon ket mat da betra servijo din met c’hwezh vat en deus.
– 1 laezh da implijout evel soaven er strinkadenn Roger Cavaillès (40 ml)

Lennet em boa ur bern traoù negativel war ar voest-mañ met kavet ‘m eus plijus-tre! N’on ket dipitet tamm ebet. Kavout a ran leuniet ma ha plijus an tem. Kalz gwelloc’h eget hini miz Even evidon-me. Ouzhpenn 40€ e oa talvoudegezh ar voest, n’eus ket tu da glemm!

My Little Happy Box

18 Gou

Dale spontus am eus evit diskouez deoc’h ar voest-mañ (merzet ho poa moarvat)! Emaon o c’hortoz hini miz Gouere a rankfe erruout en deizioù-mañ, ijinit ‘ta…
Ma, un tammig nebeutoc’h a skeudennoù ar wech-mañ, met ober a ran tro an traoù memestra.

En ur digeriñ ar voest e oa ur bern “confetti” e pep lec’h! ^^
E-barzh e oa, tri c’harambar, ur voest sielloù moutig gant ur gartenn evit pleustriñ, div gartenn.
Ul levrig un tamm disheñvel eus ar mizioù all gant kuzulioù levrioù e-barzh da skouer, ar pezh ‘m eus kavet plijus!
Hag ul levrig bihanoc’h (doare poster un tamm) evit komz eus ar produoù.
Ur pigosell a oa ivez, unan fentus eus merk Filosofille.

This slideshow requires JavaScript.


Met petra a oa er sac’h?

– 1 sprae « Soin et Brillance » Le Petit Marseillais (stumm leun). C’hwezh dreist a zo gantañ met aon em eus e lakfe ma blev da seblantout druz, n’on ket sur da implijout neuze…
– 1 c’hreion eye-liner du Arcancil (stumm leun). Sañset n’eus ket tu da c’hwitañ gantañ… Me ‘zo deuet a-benn 😀
– 1 laezh da dennañ ar fardaj Kibio (15 ml), aeset ‘m eus, un tamm re greñv ar c’hwezh met seblantout a rae efedus.
– 1 laezh da lakaat goude bezañ bet en heol, evit sioulaat ar c’hroc’henn Kibio ivez (50 ml). N’em eus ket bet tro da aeseañ, heol splann n’eus ket bet kement-se…
– 1 dourig c’hwezh vat Si Lolita, eus merk Lolita Lempicka (7 ml, e stumm sprae bihan).

Tro 33€ e oa toulvoudegezh ar voest.

Dipitet on bet un tamm, n’ouzon ket mat perak ha divizet ‘m eus paouez un tamm gant My Little Box goude an hañv. Divizet ‘m eus aeseañ Papilles box (ober a rin ur pennad) a zo ur voest gant traoù boued kentoc’h ^^
Etre tan em eus dizoloet ur bern boxoù all, tro-dro d’an te, d’ar madigoù… ARGH. N’em eus ket c’hoant da brenañ ouzhpenn unan ar miz, ober a rin pep hini d’e dro neuze, met klask a rin aeseañ meur a hini rak plijus e kavan ar mennozh ^^
Ober a bep eil kened/te/boued/madigoù pe un dra evelse ^^ Pe dibab unan da viken hag a bep eil evit ar re all (te + unan eus ar re all moarvat ^^) evit chom hep kaout re a draoù (n’eo ket anat implijout tout an traoù, abalamour da-se em eus paouezet gant My Little Box evit gallout kaout amzer da implijout ar pezh am eus dija) met kaout plijadurioù a bep seurt memestra! Da welet.
Keloù ho po, anat deoc’h!

My Little Red Carpet Box

18 Mae

Ar wech-mañ ec’h erru buan ma fennad diwar-benn ar voestig leun a souezhadennoù! (met hiroc’h e vo gortoz evit hini miz Even!)

Evel un diotez e oan o c’hortoz disadorn beure ha bet ‘m eus ar pakad just araok mont da dapout an tren!

Er voest e oa evel boaz profoùigoù : ul levrig, ur gartenn gant frazennoù filmoù klasel, ur gartenn gant peadra da drugarekaat pa resever ur priz, ur gartennig evit lârat m’hon eus gounezet pe get ur pass evit mont da g/Cannes (aaah, brav ‘vefe bet!), ur gwarezer I-phone 4S moutig, ul levrig eus merk l’oréal evit gouzout ober ur “chignon” a-feson.

This slideshow requires JavaScript.

A-fed produioù :
– 1 maskara “volume millions de cils” (ispisial Cannes) L’Oréal (9 ml, leun)
– 2 dour c’hwezh vat bihan Elie Saab (2×4 ml) – unan anezho na vez ket gwerzhet c’hoazh zoken!
– 1 “c’hoar” evit ar blev Elnett L’Oréal (ment beaj, 150 ml, leun)
– 1 c’hoavenn deiz “Code Jeunesse Lumière” L’Oréal (50 ml, leun) – tu oa ivez da gaout ur c’hoavenn all eus memes merk
– 1 “éclat minute embellisseur” evit ar muzelloù Clarins (5ml) – traoù all a oa da gaout ivez : ur poultr heol pe ur gloss gant ar memes merk
– 1 champouenn “Nutri-gloss Cristal” L’Oréal (10 ml)

War a seblant ez eus evit ouzhpenn 50€ a broduoù! (ar maskara a zo ker spontus!)

N’on ket ken kendrec’het gant ar produoù, marteze abalamour d’ar fed e vefe kazi ur merk hepken met brav eston er ar voest hag logik eo dibab ar produoù e-keñver an tem. Ober a rin profoù tro-dro din (n’em eus I-phone ebet ha ne implijan ket traoù evel koar evit ar blev) ar pezh a zo plijus bepred ^^. Laouen on gant ar maskara avat peogwir e oa erru disec’het ma hini ha laouen e vin o aesañ an traoù all! (met n’hallin ket klask ober ur “chignon”, re verr eo ma blev ^^)
N’eo ket ar voest wellañ ‘m eus bet met n’on ket displijet ! Gortoz a ran tem miz Even bremañ… 😉

Ali war produoù miz Ebrel

11 Mae

Setu evel ar miz tremen ma ali war an toullad traoù am eus bet implijet (ouzhpenn a re a gendalc’han da implijout, eveljust) :

A-benn ar fin em eus implijet al laezh bet profet en New York Box. C’hwezh kalz plijusoc’h a zo gant “essence” eget gant “For Her” evidon-me… (pe neuze e klot muioc’h ar stumm laezh ganin eget an dour c’hwezh vat…) Un tamm memes c’hwezh eo met soutiloc’h ha skañvoc’h a gav din.
Diouzh an noz, goude bezañ bet lakaet al laezh war-lerc’h ma strinkadenn veure, e oa dous ma c’hroc’henn, un drugar. Intret e oa un tammig ma dilhad gant ar c’hwezh ivez, met pas re.
Un doare eo da gaout c’hwezh vat en un doare soutil ha na rank ket bezañ fall evit ar c’hroc’henn.

D’an 29 em eus kroget da implijout ar “pschiit magique” diouzh ar beure evit netaat ma dremm. Sañset e oa da badout 12 ha n’em eus ket echu c’hoazh (neveshaat a rin evit lârat).
Ur c’hoavenn eo, da lakaat war an dremm, ret eo laoskel 30 eilenn ha riñsañ. Dous-tre eo, n’eus greunenn ebet evit ur peeling. Lennet em eus el little spring book e oa awenet ar produ-se gant an doare ma ra ar japanadezed ur peeling bemdez! Disoc’h eus ma zu : bosoù en deizioù kentañ hag ur wech tremenet difoc’h ebet keñveriet gant da gustum. C’hwezh vat ha skañv a zo, dous eo ma dremm met ar santad n’eo ket propr penn-da-benn, start eo kaout trawalc’h a goavenn gant teir gwaskadenn hepken (padal eo merket) ha ret eo hijañ ar voutailhad evit dont a-benn… a-benn ar fin, ne servij ket da galz tra. N’on ket bet kendrec’het!

Al liv ivinoù Luxembourg Garden em eus aeset ivez, ur barr-livañ ispisial spontus a zo gantañ a-hervez. N’em eus ket merzet un dra ispisial… Al liv a zo fentus peogwir e lak ac’hanon da soñjal el liv ivinoù nemetañ/kentañ a oa ganin, unan gwir a lakaen evit ar boomoù er skolaj, yeah. Ur gwer teñval eo, a c’hall bezañ heñvel eus griz da vareoù zo, gant ar goulou. Me gave din e vefe gwelus kenañ met mont a rae. Plijout a ra din, daoust m’on sur ne lakain ket bemdez eveljust. Adalek an eil devezh e oa krog da vont kuit e lec’hioù zo, daoust d’ar gwiskad a-us da wareziñ! Un tamm dipitus.

Implijet em eus ar champouenn. N’em eus merzet netra ispisial e-keñver ma blev met brav-tre e oant hag e-pad pell. Ne glaskin ket implij re alies avat peogwir e seblant fall a-walc’h ar pezh a zo e-barzh…

An dour rezin em eus implijet buan ha buan ivez, fresk kenañ hag ober a ra kalz a vad, met mirout a rin evit an hañv d’am soñj pa vez ezhomm a-wechoù da freskaat un tamm an dremm!

Setu, echu!
Ken ar miz a-zeu! 😉

My Little Spring Box

28 Ebr

Ar miz-mañ e oan e-touez ar re gentañ o resev al Little Box. D’ar Gwener 13 eo erruet. N’on ket distroet betek ar ranndi araok fin ar miz siwazh neuze e oa ret din chom hep sellet ouzh ar blogoù o tiskuilhañ pezh a oa e-barzh ha gortoz…
Ha deuet on a-benn!!
Hirie, d’an 28, on bet gouest da welet petra a oa e boest an nevez-amzer…

This slideshow requires JavaScript.

Ur wech ouzhpenn : traoùigoù! Ur BERN zoken!
Ur gartenn-bost vrav, ur gartennig fentus gant gêrioù jentil evit bezañ imoret mat, ur banne “pocket garden blendie” blaz thaï : un doare soubenn da evañ yen eo. Tañvaet ‘m eus disul da noz. Kuri glaz, kaol-fleur hag ach a zo dreist-holl e-barzh. N’eo ket displijus an danvez hag ar mennozh met n’eo ket mat tamm ebet ar meskaj-se. N’eus ket peadra da zislonkañ na netra met heugus eo ha n’eo ket plijus. Spi ‘m eus eo gwelloc’h ar rekipeoù all (unan a zo gant karotez, pour ha piz-bihan, un eil gant kourjetez, fav glas ha piz bihan hag un trede gant tomatez ha rezin) rak n’eo ket me a breno ar voutailhadoù thaï ^^ Ur pod bihan gant greun da blantañ, ur meskaj bleunioù, graet em eus war-dro emberr, gwelet ‘vo penaos e vounto ar greun en deizoù o tont! Un dro-vrec’h danvez bihan (krouet gant Les filles du sud, gant danvez liberty a zo tre diouzh ar c’hiz sañset).  Hag al levrig eveljust.

Met petra ‘oa er sac’hig neuze? Ur bern traoù all! Traoù a vent vihan, met me ‘zo sur ec’h implijin pep tra! :
– 1 dourenn rezin Caudalie (50ml) un doare “brumennekig” (?) eo.
– 1 champouenn evit ar blev torret ha skuizh Phyto  (50 ml)
– 1 laezh evit yaouankaat ar c’hroc’henn Clarins (30 ml)
– 1 liv ivinoù Luxembourg Garden L’Oréal (5 ml, leun)
– 1 “Pschitt magique” : ur c’hoavenn micropeeling da implijout evel un dourenn da netaat Garancia (15ml, peadra evit 12 devezh sañset) -> Aze e oa ur bern traoù disheñvel hervez pep boest, ur pemp tra disheñvel bennak a oa da gaout : daou dour c’hwezh bihan vat pe daou vaskl evit an dremm. An holl draoù all a oa ar memes re evit an holl.
– 1 meskaj plant gant un doare un tamm drol : ur stouv eo, da viñsañ war ur voutailhad dour! Ur meskaj te glas, orañjez-c’hwerv ha mate sañset da sikour da dreutaat… Evet em eus-se disul da greisteiz, aesoc’h eo da implijout evit ar pezh a grede din, ret eo lakaat war ur voutailhad 33cl (fresk ‘oa an dour ‘m eus implijet), adalek an taol kentañ e klote ar stouv gant toull ar voutailh, hir a-walc’h eo bet evit ma intrfe ar meskaj plant en dour met n’eo ket bet diaes. Un tammig re c’hwerv ‘m eus kavet er penn-kentañ, ha re sukret da c’houde. N’em eus ket bet poan oc’h evañ met ne oa ket plijus, evel un doare evaj yen gant te met c’hwitet meskaj ar blazioù un tamm ^^ Da welet ma ra tra pe dra evel efed, n’on ket kendrec’het ha moarvat 1 stouv n’eo ket trawalc’h evit gwelet un difoc’h forzh penaos… Fentus ‘m eus kavet ar mennozh hag an doare da implijout avat! Un dizoloadenn un tamm iskis!

Tro 30€ eo talvoudegezh ar voestad war a seblant, div wech ar pezh a goust neuze! 🙂

Ur gwir souezhadenn peogwir e oan chomet hep mont da welet petra ‘oa er voest, ur bern traoù brav a glot mat gant tem an nevez-amzer (un toullad traoù a zo bio zoken pe gant traoù bio e-barzh)… Eveljust n’on ket bet e-touez ar 1000 o deus bet ur produ Cadolie ouzhpenn araok na vefe deuet er-maez met plijet bras on gant ar voest-se!

Ne ‘vo ket re hir gortoz hini miz Mae ouzhpenn bremañ ^^” Met ne vo ket diskuliet an temoù ken! Ur souezhadenn ouzhpenn…

Ali war produoù miz Meurzh

17 Ebr

Ha ma lârfen deoc’h ar pezh a soñjan goude bezañ implijet un tamm ar pezh ‘m eus bet ha prenet e miz Meurzh?

Liv ivinoù an New York Box em boa aesaet buan-ha-buan ha n’em eus ket kredet e adlakaat, dreist-holl n’emañ ket e stad dispar ma ivinoù, laoskel a ran anezho da ziskuizhañ un tamm.

An dour c’hwezh vat For Her a lakan ur wech an amzer met lakaat a ran nebeut-tre peogwir e kavan kreñv hag un tamm mezevellus. N’eo ket displijus ar c’hwezh ha den n’en deus lâret netra din, met kavout a ran e ra un tamm “mamm-gozh” iskis eo ^^ (marteze eo peogwir n’on ket kustum hepken)
An eonenn evit ar blev a zo efedus hep bezañ spontus (aon em boa e lakfe ma blev da “darzhañ” ^^), seblantout a rae ma blev tevoc’h eget kustum hag un tamm bravoc’h o stumm, gwelet e veze gwelloc’h an hirderioù disheñvel hag all.
Goude-se e chom un eonenn : aes eo da lakaat met ur santad “pegus” a chom war ar blev, e lec’hioù zo e seblante difiñv ma blev ha luzietoc’h eget boaz. An deizioù war-lec’h e ranken dre ret kribañ anezho peogwir e oant forzh penaos diouzh ar beure (ne griban ket anezho, diluziañ gant ma bizied hepken dre vras) met n’int ket deuet da vezañ lousoc’h buanoc’h eget kustum. Arabat implijout re d’am soñj, met perak ket ur wech an amzer?Prenet em eus traoù ivez, ur merk hepken avat : Terra Humana.
Un dourenn da n’em walc’hiñ, gant ur voutailhad plijus (un doare pomp a zo tu da vlokiñ), efedus eo ha dous. Implijout a ran ur wech bemdez a bep-eil gant un dourenn “stal vras”.
Ur c’hoavenn da dennañ ar c’hroc’henn kozh a-enep ar saotradur. Goude bezañ bet da Bariz e felle din tenañ ar santad lous a oa ganin… perak ket un dra a-enep ar saotradur? N’ouzon ket hag eñ eo gwir met dousoc’h eo an dra-se eget ar pezh a implijen da gustum evit tennañ kroc’hen kozh ma dremm. Un tamm torr-penn eo da implijout (ret eo laoskel da sec’hañ un tammig, goude-se lakaat ar c’hoavenn da intrañ un tamm ha goude-se gwalc’hiñ, met chom a ra peg mat!)
Da c’houde e lakan ur maskl evit puraat hag adkempouezhañ hag aze e lâran wah! N’eo ket direbech ma dremm met nebeutoc’h a vosoù, ne seblant ket ken druz e lec’hioù zo, dous ha brav eo, hep na vefe kennebeut cheñchet mik. Un doare “gel” eo, treuzwelus neuze ne vo ket merzet re gant tud all 😉 ret eo laoskel war an dremm e-pad 10 munut pe ur c’hard eur. Implijout a ran an daou asambles ur wech ar sizhun, me gav din eo mat. 🙂

%d bloggers like this: