Traoù bet tañvaet e-kerzh miz Eost

6 Gwe

Neuze, petra ‘vo tu din kinnig deoc’h ar wech-mañ? (Digarez, n’em eus ket bet amzer da dapout skeudennoù, kinnig a ran deoc’h liammoù e plas m’oc’h dedennet gant traoù zo…)

Tañvaet em eus ar gimov a oa er papilles box, ne oant ket fall (an hini gwer dreist-holl) met n’on ket deuet a-benn da c’houzout mat peseurt blaz a oa gant pep hini. N’ouzon ket hag eñ na oa ket kreñv a-walch ar blazioù pe betra met ne oa ket sklaer evidon. Ret ‘vo din tañva anezho en-dro marteze 😀 Ar pezh a zo sur ez eo naturel ar pezh a implijont evit reiñ blaz, rak ur greunenn flamboez a oa en unan anezho ^^”
An te yen a oa ivez er papilles box : Klasket ‘m eus ur werennad en ur laoskel ar sac’had un hanter-eur hag ur werennad all en ur laoskel un eur. Un tammig kreñvoc’h e oa an eil gwech met evel m’oa ijinet en deus roet din ar santad evañ ur banne te aet da yen. N’eo ket eus ar plijusañ tout. Ma evelse, e ouian ne brenin ket ha setu tout! (Ha pa klaskin en-dro e lakin skorn marteze evit ma vefe yen-yen. Aze em boa laosket da vezañ da wrez ar pezh.)
Ar chaous : er penn-kentañ n’en deus ket plijet din, na welen ket an diforc’h gant chaous graet-ha-tout boaz. D’am soñj eo ret lakaat kalzig evit ma vefe santet mat meskaj ar moutard hag ar gwinegr chistr (anzavaomp ivez e tebran alies saladenn gant chaous evelse, moarvat eo dedennusoc’h evit tud n’int ket kustum da implijout gwinegr chistr memestra).

Bet on  oc’h ober un dro betek stal Picard da brenañ traoù skornet ha kavet meur a zra lipous e rann ar skornennoù:
4 poud bihan karamel Häagen-Dazs, amzer em eus bet da dañva daou anezho : dulce de leche a vez santet mat al laezh, dous-tre eo hag un tammig heugus er fin ha vanilhez karamel brownie a oa mat met ne brenfen ket en-dro.
Ur c’hoavenn chokolad du ha jinjembr, plijus-tre! Skorn spéculos dispar ivez.
Haaaag : ar Vermonster gant Ben & Jerry’s! Un ijinadenn spontus ur wech ouzhpenn. Ur c’hoavenn skornet gant blaz sirop skav. YA YA. (gant karamel ha kraoñ pekan ivez). Ha me lar deoc’h, blaz ar sirop skav en deus! Plijus eo an danvez gant ar c’hraoñ ouzhpenn, ur blijadur!
Ya, bon, tomm e oa an amzer, setu perak on troet sot dirak rann ar skornennoù… ^^”
E-keñver traoù sal em eus tañvaet nem legumaj, soutil o blaz. Poazhet er forn ouzhpenn neuze ne oant ket druz!

Kavet ‘m eus ur c’hola gant blaz sivi, kavet em eus-se fentus met blaz louzoù a zo kentoc’h ha c’hwezh drol ouzhpenn… Ec’h!!
Un dra spontus em eus tañvaet ivez : chokolad côte d’or gant tammoù gwestell e-barzh! Un drugar (met ret eo paouez buan mod all…)

Ur mennozh predti a ginnig boued mat : Les mille-feuilles e Naoned (kichen kastell an duged). Rediet e vezer un tamm da gemer dour boutailh hag an dibennoù-pred n’int ket dre ret a live gant ar meuzioù. Ar re-mañ avat a zo mat-kenañ! N’eus ket kaaaalz dibab ha traoù heñvel a-walc’h int : lazagn, parmentier gant kig pe pesked. Mat-kenañ eo ar meuzioù-se.
Un tammig pounner eo plac’h ar stal, ha kêrig ar pred klok (tro 25€ evit un den) met un aergelc’h plijus a zo, gant goloioù pladennoù jazz ha levrioù godell peogwir ez eo ivez ur stal-levrioù. Digor eo un tammig da forzh pet eur ouzhpenn. Setu, ma klaskit ul lec’h evit debriñ traoù klasel (hep dibenn-pred ma n’ho peus ket re a naon) ec’h alian ar predti-se deoc’h!
Mod all on bet evit ar wech kentañ en ur c’h/KFC ha n’em eus ket kavet ken druz ha spontus hag a soñje din (ha dreist-holl n’on ket bet klañv goude evel ma vezan a-wechoù gant predtioù hamburger zo…), evit an holl re sot gant ar sukr eveldon ec’h alian ar c’h/kream ball : ur dienn skorn laezh klasel gant edaj plijus ar meskaj danvezioù! Blaz “Peach Berry” (flamboez, kasi ha pechez) em boa didabet, plijus-tre oa met marteze e oa e-pad an hañv hepken… Niark niark!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: