Bignez mozzarella

2 May

Salud deoc’h! E ya, kenderc’hel a ran da zebriñ daoust din paouez da skrivañ amañ met hirie e felle din distreiñ da ziskouez deoc’h ur sekredig simpl ha plijus am eus fardet nevez zo : bignez mozzarella.

Evit 10 pe 12 tamm ez eus ezhomm :

– 250 g mozzarella (tamm pe damm, hep an dourenn)
– 1 û
– 80g paladur
– un tammig louzoù Provañs
– holen ha pebr
– 50g bleud
– eoul olivez evit poazhañ ar bignez

Troc’hit ar mozzarella (e stumm bizhier m’hoc’h kalonek pe forzh penaos eveldon).bignez-mozza-1En ur pladig, meskit an û. En unan all, meskit ar paladur gant al louzoù Provañs, an holen hag ar pebr. En un trede hini lakit ar bleud.bignez-mozza-2Trempit an tammoù fourmaj a bep eil er bleud, en û hag er paladur.
Lakit an eoul olivez da dommañ en ur bilig (arabat lakaat kalz) ha lakit ar bignez da boazhañ. Cheñchit tu a benn rouzañ mat pep lec’h.bignez-mozza-3Ur wech poazh, lakit ar bignez war un tamm paper a-benn sunañ an eoul un tamm.
Goude-se e c’hallit debriñ! (gant ur saladenenn da skouer!)bignez-mozza-4

Outrageous cookies

9 Dec

O lenn ur pennad skrivet gant Pouhiou e oan pa venegas sekred kegin an Outrageous cookies. Neuze en deus fellet din klask fardañ reoù ivez!
Setu neuze evit ur 16 cookie bennak ho po ezhomm eus :

– 200gr chokolad-keginañ
– 45g amann
– 2 û
– 125gr sukr rouz
– 1 sac’had sukr vanilhez
– 150gr bleud
– traoù all da ouzhpennañ : tammoùigoù chokolad (gwenn pe laezh pe me oar me), kraoñ (kelvez, makadamia…)

Lakit ar forn da dommañ da 180° ha prientit ur blakenn gant paper da boazhañ.
En ur plad, foetit an ûoù hag ar sukr betek ma vo koavenek an danvez. (ma n’hallit ket foetañ trawalc’h eo ret lakaat un tammig holen ha go e plas).koavenLakit ar chokolad hag an amann da deuziñ. Ar meskaj-mañ a vo ret lakaat er c’hoaven bet graet a-raok. Ouzhpennit ar bleud hag an traoù all (chokolad, kraoñ…). Lakaet em boa un tammig chokolad laezh e tammoù hag un toullad kraoñ.
Grit berniadoùigoù war ar blakenn hag pep tra er forn e-pad un daouzek munutenn bennak!outrageouskrizPrest ar c’hookies p’int gwak c’hoazh ha torret ar groc’henenn.outrageousUn tamm sec’h ‘m eus kavet ma re (poazhet re marteze?) ha stambouc’hus da vat! Mod all eo plijus ar blaz, evel brownie kentoc’h eget cookie. Ar wech a-zeu e klaskin chom hep ankounac’haat ar sukr vanilhez ivez marteze… ^^”

Tartezenn sitroñs

7 Aug

Aha! Marteze e soñje deoc’h e oan marv! Met ne oan ket (merzet ho poa peogwir e kendalc’han da lenn, c’hoari ha sellet filmoù, mmh?…) Re lezirek evit keginañ (traoù nevez) ne lavaran ket…
Met aze ez eus deuet c’hoant din da fardañ un dartezenn sitroñs a blij din neuze ‘m eus soñjet e oa ar mare mat evit sevel ur pennadig amañ! 🙂

Deomp dezhi!

Petra ho po ezhomm evit un dartezenn evit 6-8 den?

Evit an toaz :
– 200 g amann
– 60 g poultr alamandez
– 100 g sukr lindr
– 1 tammig holen
– 1 pezh û
– 300 g bleud

Evit ar c’hoaven sitroñs :
– 4 û
– 220 g sukr
– 20 cl jug sitroñs
– 300 g amann

A-benn prientiñ an toaz : meskañ en urzh an amann (blot), ar poultr alamandez, ar sukr lindr, an holen, an û hag ar bleud. Arabat meskañ re vat. Lakit un tamm plastik war-benn hag er pres-yen.

tartezenn_sitrons_1

Hag arabat ankounac’haat an û, eveldon… -.-

A-benn prientiñ ar c’hoaven : meskit en ur plad an ûoù, ar sukr hag ar jug. Dourgibit ar plad gant tan izel ha foetit mat ar meskaj, betek ma teufe tevoc’h. tartezenn_sitrons_2Silit ar meskaj. Er c’hoaven yenaet un tammig, lakit an amann troc’het e tammoù bihan. Frikit e-pad ur prantad hir a-walc’h (5-8mn). Lakit er pres-yen e-pad 15 mn (<- Se ‘zo hervez ar sekred-kegin met bep tro eo kalz re zourek neuze e kuzuilhfen laoskel KALZ pelloc’h, un hanter eur d’an nebeutañ)

Prientit ur plad tartez gant amann pe ur follenn da boazhañ er foñs. Ledit an toaz. Lakit ur follenn da boazhañ war an toaz ha peadra da bouezañ war-benn (fav pe me oar) evit poazhañ ar foñs tartezenn er forn. Poazhit e-pad 25mn da 180 derez.
Tennit ar fav hag follenn hag ar fav ha lakit ar c’hoaven sitroñs, ha ledit prop evit kaout un neuz brav. Posupl eo kinklañ gant tammoù sitroñs evel-just (ma chom ganeoc’h pe m’ho peus soñjet a-raok ober ar jug…) ha setu, prest eo!

( N’am eus skeudenn ebet peogwir ez eus bet ur gwallzarvoud treuzkas en oto… Met ijinañ a rit peseurt neuz a oa gant an dartezenn! (pe get…) :/ )

Candyscovery – Sushi Party

27 Jan

E penn-kentañ miz Genver e oa bet diskuliet gant skipailh Candyscovery tem pakadenn miz Genver : Sushi Party. Me ‘oa dija oc’h ijinañ madigoù japanat/ madigoù gant blaz pesked (ec’h!) pe madigoù gant neuz sushi. Kavout a raen fentus forzh penaos.

Gant un tamm danvez evit Soubenn ar geek er foñs... ^^

A-benn ar fin ne oa ket se tamm ebet ! Un dibab madigoù klasel-tre (met an holl a blij din, aha!) a oa er bakadenn :
– gimov
– “gourizoù” pik-pik blaz sivi
– regalis fouret (*.*)
– neudennoù blaz avaloù
– madigoù kerez

Ur re vizier, ur fals tapis bambouz ha daou sticker bihan a oa ivez er pakad, kentoc’h sympa ! (bon, me gave bravoc’h ober gant traoù gwir, peogwir e plij din brabañsal)

Ar mennozh neuze a oa kentoc’h treuzfurmiñ ar madigoù-mañ, lakaat anezho asambles a-benn ober sushi ha maki madigoù.
Hehe, deomp dezhi ! ^^sushiparty2(War lec’hienn Candyscovery e lakaent ledañ mel war ar gourizoù sivi met seblantout a rae spontus din (n’on ket plac’h ar mel tamm ebet) neuze n’em eus ket graet met evel-just ne zalc’he ket mat an traoù.)
N’on ket kendrec’het gant blaz ar meskajoù daoust ma ne oa ket fall kennebeut met fentus e oa d’ober ha kentoc’h brav da welet 🙂sushiparty3

Muffin gant karamel

1 Jan

Tud zo a oar e oan o klask ur mennozh dibenn-pred dilun. N’on ket bet sikouret kalz :p met deuet on a-benn da gavout un dra bennak en ur furchal e levrioù kegin.
Ur sekred kegin simpl-kenañ eo hag a vez graet buan ouzhpenn.

Evit 6 muffin ho po ezhomm :
– 6 karamel gant amann sall
– 1 û
– 12 cl laezh
– 40g amann teuzet
– 150g bleud
– 1 hanter sac’had goell kimiek
– 70g sukr
– 1 un tammig holen

Lakit ar forn da dommañ da 180°. Da gentañ e vo ret tamouezat ar bleud hag ar goell. Er plad, lakit ivez ar sukr hag an holen ha meskit.
En ur plad all eo ret basañ an û (evel pa brieter un alumenn) ha lakaat an amann hag al laezh. Ret vo lakaat ar meskaj-mañ war egile ha meskañ. Ret eo e chomfe pouloud en toaz.
Lakit an hanter eus an toaz en ur moull muffin. Lakit ur c’haramel e-kreiz pep moull ha lakit peurrest an toaz war-c’horre. N’eus ket ezhomm da leuniañ ar moul (an 2/3 a zo mat). Lakit er forn e-pad 20 munutenn.

Ar gwellañ tout evel-just a zo gortoz un tammig goude bezañ bet poazhet ar muffin ha debriñ anezho gant ar c’haramel o teuziñ.
Plijus-tre e oa an disoc’h, ne oa ket re sec’h pe re sukret na netra. Laouen-tre on bet gant an toaz, ar sekred-kegin-mañ a virin evit ober muffin gant traoù all e-barzh d’am soñj!
(Un tamm toaz sukr (ne oa ket bet graet ganin) a oa bet roet din, tu ‘zo deoc’h gwelet pegen barrek on da gizelañ klichedoù Nedeleg e sukr ^^)muffinkaramel

Candyscovery Nedeleg

1 Jan

Bremañ ez on bet merzet evel suj d’ar boxoù e vez profet reoù din zoken ! ^^
E-pad tri miz neuze e vin koumanantet da g/Candyscovery, a ginnig evel-just dizoloiñ madigoù. Kavet am boa plijus peogwir e seblante kaout kalz traoù eus ar bed a-bezh, traoù dic’hortoz hag iskis.
Un toullad deizioù araok Nedeleg eo erruet ma golo lizher gant un dibab madigoù war tem Nedeleg.
E-barzh e oa :
– nougad
– candy canes
– karamel gant amann sall
– parpilhotoù
– gimov gant kraoñ koko (ijinadenn euzhusañ ar bed, treiñ gimov en un dra euzhus ><)candyscoverykerzuDipitet on bet un tamm gant tu klasel ar pakad (madigoù klasel Nedeleg), nebeut a zizoloadennoù ha dreist-holl ur bern traoù na blijont ket din… Ma! Evelse em eus bet tro da reiñ da dañva d’un toullad tud tro-dro din (spered Nedeleeeg) met spi ‘m eus e vo muioc’h a zizoloadennoù er pakadennoù o tont. Trugarez evit ar prof memestra 😉

La Thé Box – Bohèmes

2 Dec

Tud a zo bet o lârat din ne oa kalz tra nevez dre amañ. Ret wir :p
Setu neuze, evito, ur voest nevez : ar voest te ar wech-mañ!
Un dibab teoù gant a bep seurt merk a zo (iskis, neketa?)

This slideshow requires JavaScript.


Ez-resis, er voest gant an tem “bohèmes” (n’ouzon ket mat perak, met ma, perak ket) e oa :
– 2 sac’had Green Masala ha 2 sac’had “bouquet floral au thé blanc” merk Salus
– 4 sac’had eus teoù merk le thé des écrivains (amerikan, gall, italian ha claude monet. Perak ul livour? N’hallan ket respont deoc’h)
– 1 sac’had tizan merk l’infuseur, “bonne humeur” e anv (gant a bep seurt plan).
– 1 voestig gant 5 sac’had te disheñvel eus ti Dammann frères (tizan ar mesaer, te nedeleg du, rooibos blaz sitroñs, te du “jardin bleu” ha te glas “l’orientale”)
– 2 sac’had (Te Nedeleg ha te sina) Compagnie coloniale
– 4 sac’had Dilmah exceptional (berry sensation, te glas fragrant jasmine, roz gt vanilhezgall ha maharajah reserve assam)
Ouzhpenn da-se e oa ur podad bihan marmelad “tea together” sitroñs ha te earl grey ha 6 loa bihan poilâne, gwestell bihan.
Ur c’harnedig evit komz diwar-benn an teoù a zo ivez (gant reolennoù strizh a-wechoù!), ur c’harned gant frazennoù profet gant le thé des écrivains, kartennoù hag ur folenn baper evit origami…
Kaer em eus kavet an doare da ginnig, evel ul levr un tamm ar voest, un dra cheuc’h! Hag ur blijadur eo dibab e-touez an teoù a bep seurt-se ^^

%d bloggers like this: